> breizh C’est reparti pour la 8 e édition des Quêteurs de mémoire. Lancée en 2005 par le département du Finistère, cette opération propose aux bretonnants de tous âges de se rencontrer, qu’ils s’agissent des élèves des trois filières d’enseignement, Diwan, Div Yezh et Dihun, dse adultes en formation et des bretonnants de naissance. Ils peuvent ainsi nouer des liens et échanger en breton sur des thèmes différents : chant, cuisine, agriculture, théâtre, jardinage, etc. Ifig Flatres Klaskerien ha Treizherien soñjoù : adkroget eo ! Deuet da vezañ un emgav talvoudus evit arvrezhonegerien, ar c’houlzad Klaskerien ha Treizherien soñjoù a zo bet lañset en-droevit aneizhvet gwech e departamant Penn-ar-Bed. Krouiñ liammoù eo an dalc’h, etre brezhonegerien a-vihanik ha deskidi, bugale skoliataet er skolioù, skolajoù ha liseoù brezhonek, tud ar stummadurioù hir pe re ar c’hentelioù-noz. Gant an ober-mañ e vez gwarezet ha talvoudekaet ar brezhoneg ha krouet liammoù etre rummadoù oadoù disheñvel. b Berzh a ra abadennoù Klaskerien ha Treizherien soñjoù abaoe 2005 p’eo bet lañset e departamant Penn-ar-Bed. Mirout ha lakaat war-wel ar glad nann-danvezel o klask krouiñ liammoù etre brezhonegerien a-vihanik ha tud hag a zo o teskiñ eo ar pal. Evel er bloavezhioù tremenet eo mat bilañs warlene. 1 575 den o deus kemer perzh er c’houlzad 2011-2012, tro 300 evel Treizherien, tud hag a oar brezhoneg mat ha prest da reiñ ar pezh a ouzont, hag ar re all evel Klaskerien. Tregont skol a zo bet, eus ar skol vamm betek al lise, hag eus an tri sistem : Diwan, Div Yezh ha Dihun. Teir c’hreizennstummañ evit an dud deuet, c’hwezek ti-retred ha seitek aozadur evel kevredigezhioù, levraouegoù pe c’hoazh tiez-ker o deus lakaet o anv warlene. En holl eo bet kinniget 55 raktres a bep seurt : emgavioù e tiez-feurm, atalieroù skrivañ, kentelioù kanañ, kejadennoù evit deskiñ jardinañ, kontadennoù, sonerezh hag all hag all. Da skouer, e-touez ar raktresoù kinniget da genver 7vet koulzad Treizherien ha Klaskerien soñjoù ez eus unan digustum savet gant La Obra ha Kroaz-Hent. Izili an div gevredigezh leonat-mañ o deus labouret asambles evit dastum gouiziegezh ar re gozh a-bennsevel ur pezh-c’hoari a-vremañ. Dastumet ez eus bet testennoù gant ar re gozh diwar-benntem al louzeier, ar plantennoù a vez kavet evit pareañ an dud hag ar chemet a zo trodro. Goude-se ez eus bet graet ul labour evit skrivañ ar pezh-c’hoari e brezhoneg hag en ur yezh kreiz-amerikan, ar maya. Gwelet e vo an disoc’h war leurennoù Breizh e-doug 2013. Cheñchamantoù ar c’houlzad 2012-2013 Evit kenderc’h da luskañ ar rouedad Klaskerien ha Treizherien soñjoù e vo gopret e-pad ar bloaz un den hanter-amzer. Ne vo ket roet ac’hant ken d’an aozadurioù gant Kuzul Departamant Penn-ar-Bed. Gallout a raio ar raktresoù bezañ sikouret gant ar strollegezhioù lec’hel. Krouet e vo ar bloaz-mañ ur fichenaoueg nevez-flamm evit kinnig d’an holl danvez brezhonegerien a-feson evit sevel emgavioù, eskemmoù lec’hel etre an dud. Ur seurt diaz roadenoù e vo hag a c’hello sikour an aozadurioù, ar c’hevredigezhioù, ar parezioù da aozañ kejadennoù. A-drugarez d’ar rouedad sokial-mañ e vo aesoc’h d’arvrezhonegerien mont a darempred aneil gant egile. Evit kompren gant skeudennoù petra eo Klaskerien ha Treizherien soñjoù e vo tu deoc’h da vont da welet ur film nevez sevenet war al lec’hiennBrezhoweb. n wwEvit gouzout hiroc’h ha m’ho peus c’hoant da gemer perzh : 02 98 76 61 17 ha www.queteurs.cg29.fr 32 finistère penn-ar-bed I n°127 |