10 Actualité Côtes d’Armor M A G A Z I N E Gant Ti Jikour e vez ken talvoudus gouzout ober gant ur smartfon ha kaozeal brezhoneg pa vez labouret e ti ar re gozh. Bruno Torrubia Pour faciliter l’organisation de l’aide à domicile, le comité d’entraide de Plouaret, Ti Jikour, met en place un système de télégestion développé par la société lannionaise Alyacom. Une soixantaine d’aides à domicile utilisent désormais un smartphone. (1) mezegel : médicalisé (2) sunerez : aspirateur (3) melestradurel : administratif (4) arload : application (5) skramm : écran Bruno Torrubia Les nouvelles technologies au service du comité d’entraide de Plouaret Teknikoù modern a sikour ar re gozh Evañ ur bannac’h kafe « prestige », reiñ gachennoù d’ar c’hi Domino, sellet ouzh an 30 lamp petrol o luc’hañ a-us ar bufed ha, div wech ar sizhun, degemer Christine Le Guil - lou. Sed aze plijadurioù Simone Maillot, o chom en Tregrom. Skoazellerez er gêr e ti Simone hag he fried Arsène eo Christine. Implijet eo ar vaouez yaouank gant Ti Jikour, kuzul kenskoazell kanton Plouared. Etre 65 ha 70 skoazellerez a labour evit Ti Jikour e tiez ouzhpenn330 den en oad. Torr-penneo aozañ troioù an implijadezed. E miz Kerdu avat, eo kroget Ti Jikour d’ober gant ur sistem nevez savet diwar smartfonoù. Sellomp ouzh Christine oc’h erruout e ti Simone hag Arsène. Abredig, n’eo ket savet heol ar goañv c’hoazh, e pok Christine da Simone er porzh. O prepariñ boued evit ar chasemañ dija ar vaouez kozh. E-barzh an ti, ur badj elektronek zo skannet gant smartfon Christine. Evel-se e vez enrollet eur donedigezh Christine e-barzh an ti. Labour a vo d’ober : kargañ koad er forn, naetaat ar meurbl, ar prenestroù, ar sal-dour… Pa vo divunet Arsène e vo poent kempenne wele mezegel (1) ha tremen ar sunerez (2). « Pet’la meus ? soixante-seize hag Arsène quatre-vingtsept ! eme Simone Maillot. Rouliñ ma boulig eus aneil ti d’egile meus graet… ha paour bopred ! Pa oan yaouank, pa vije vakañsoù’vijen o vaesa saout dija. Ha goude, oan aet da venajoù da vatezh’pad tri pe pevar’la. Goude on dime’et hag on chomet amañ da ziwallar vugale. Ha goude on bet o labourat adarre, evel Christine evit Ti Jikour, met oa ket ken modern aze. Damanavo ! Ret oa o’r pezh oa ret o’r, bomdez ha d’ar sul galoupat.’Giz-se oa’pad 20’la, met oa ket kalz a diez d’o’r. » D’ar mare-se ne oa ket ur smartfon ur benveg labour evit ar skoazellerezed. E pennkentañ ar bloavezh e vez roet ur smartfon d’an holl skoazellerezed e Ti Jikour. « Gouzout a reomp petra eo hor gwanderioù, eme Agnès Cornillat, ken renerez Ti Jikour. Ne deuomp ket alies a-walc’h da di an dud, peogwir meump ket amzer. Beuzet omp gant al labour melestradurel (3). N’eus ket trawalc’h a ditouroù war-zu an implijerien (da skouer pa vez cheñchet ar skoazellerez) ha n’eus ket trawalc’h a ditouroù etre ar skoazellerezed. » Un diskoulm a vo digaset gant ar smartfon hag arload (4) Alyacom, un embregerezh en Lannuon. En-linennemañ neuze implij-amzer an holl implijidi, hag ivez hini an implijerien, posupl eo o gwelout war skramm (5) ar smartfon. Gallout a ra ar skoazellerezed notenniñ traoù a-bouez diwarbennalc’hwezioù, remedoù, chas, boazioù an dud. Sañset e vo gounezet amzer ivez e pennkentañ ar miz evit sevel ar goproù. Nebeutoc’h a labour melestradurel a lako skipailh Ti Jikour da vezañ tostoc’h d’an dud war an dachenn. Koustet eo ar raktres 24 000 €, arc’hantet gant ar rannvro (9 200 €) hag ar c’huzul-meur (6 500 €). Stéphanie Stoll > Consultez la version Consultez la version française de cet article |