10 Actualité Côtes d’Armor M A G A Z I N E Divyezhek eo panelloù stal nevez Koroll en Mur. Ofis ar brezhoneg Promouvoir ou travailler en breton : c’est ce que propose la charte « Ya d’ar brezhoneg » qui compte, dans le département, 110 signataires dont une quarantaine d’entreprises. Les directeurs de Koroll Sonorisation, Talorig et du Centre de formation Bretagne Henri Guérin expliquent leur démarche. (1) tredeog : arbitre (2) gourdon : entraîneur (3) astenn : extension (4) portezañ gopr : portage salarial (5) elfenn : élément (6) diorren : développer (7) kannadour : ambassadeur (8) unvanekaat : uniformiser À Mûr, Plérin ou Ploufragan, les entreprises s’affichent en breton Ya d’ar brezhoneg ha ya d’an aferioù Thierry Jeandot « SkeudennBreizh. Ret eo profitañ diouti ha difennanezhi. » Setu pezh a lâr Sylvain Reminiac, rener Kreizennstummañ Breizh Henri Guérin en Sant- Brieg. Evit Kevre Breizh ar Vell-droad e labour ar greizennstummañ dre sevel stajoù evit ar c’hoarierien, an tredeoged (1), ar c’hourdonerien (2), an dud a-youl-vat. E 2003 e oa bet sinet gant Sylvain Reminiac an emglev Ya d’ar brezhoneg ; gant an oberennoù astenn(3) nevezemañ adarre o soñjal e plas ar brezhoneg er grei - zennstummañ. P’eo bet degemeret enni en deus merzet Georges Delaunay, diouzhtu, ar skritellig « Accueil – Dege - mer » en ur vont-e-barzh. Rener Talorig eo Georges Delaunay, un embregerezh portezañ gopr (4) savet Georges Delaunay, rener Talorig. en Plerin e 2009. Anat e oa dezhañ sinañ Ya d’ar brezhoneg. « Kendrec’het on eo a-bouez, emezañ, en un doare personel hag evit an aferioù ivez. Ar yezh n’eo ket hepken un afer a sevenadur. War dachennar marketing e sikour ar yezh d’en em lec’hiañ er rannvro dre berzh un elfenn(5) identelezh kreñv. Prouiñ a raemaomp o labourat er vro ha pratikoù zo meump tizhet a-drugarez da Ya d’ar brezhoneg. » Laouen vije an embregererien ivez e vije diorroet (6) Ya d’ar brezhoneg evel ur rouedad aferioù. Divyezhek eo kartennoùbizit Georges Delaunay : un tu e galleg hag aneil tu e brezhoneg. Pa en em ginnig eo boazet rener Talorig da reiñ ur gartennig. Ha gant div yezh warni e sav ar gomz diwar se alies a-raok kregiñ ar business. Memes tra a c’hoarvez gant Philippe Guillo, rener Koroll Sonorisation, sinet gantañ an emglev e miz Du. « Neuze e c’hallomp kontañ pelec’hemaomp, en Mur, nepell eus ar vevennetre ar brezhoneg hag ar gallaoueg, » emezañ. Krouet e oa bet Koroll Sono - risation e 2005. « War an dachennsevenadurel e labouromp, a displeg Philippe Guillo, evit servij sevenadur Breizh alies. Evidomp eo bet naturel lakaat ar brezhoneg war wel en hor savadurioù nevez. » Kement zo bet graet gant Koroll, da skouer gant ur panell 35 metr hed a-us d’an hent broadel 164, m’eo bet kinniget ganti sinañ Ya d’ar brezhoneg. Ofis ar brezhoneg Ar sport a c’hall bezañ kannadour (7) ur vro, e vez lâret. KannatiBreizh ar Vell-droad e c’hallfe bezañ KreizennHenri Guérin neuze. « E miz Mae e teuio ar c’hlub Paris FC, a gont Sylvain Reminiac. C’hoant am eus o defe eñvorennoù diankouaus eus o staj e Philippe Guillo o sinañ Ya d’ar brezhoneg gant Lena Louarn. Breizh. Pa vez unvanekaet (8) ar bed, ne c’hall ket ar stajse bezañ n’eus forzh peseurt staj e n’eus forzh peseurt lec’h. Sellet ouzh ar mor pe ar brezhoneg a zo ken pouezus evit tizhout ar pal-se. » Stéphanie Stoll > Consultez la version Consultez la version française de cet article |