10 Actualité Côtes d’Armor M A G A Z I N E Mat eo ar bezhin met lod a zo gwelloc’h evit ar re all. Patrick Stoll La cuisine aux algues fait des émules dans le département Bezhina ha keginañ Qui a déjà dégusté des algues marines ? À l’image de Parmentier, qui rendit populaire la pomme de terre, une poignée de Costarmoricains écume les grèves et initie le public à la cuisine aux algues. Un régal ! (1) Kreizennstudiañ ha talvoudekaat ar bezhin : Centre d’étude et de valorisation des algues (CEVA) (2) lure : réticence, hésitation (3) bevezer : consommateur (4) greanterezh : industrie (5) gwezelad : cosmétique (6) spilhenn : filet mignon (7) tali : laminaire (8) tellesk : dulse DAREMPREDOÙ Thierry Diuzet, Lannolon > 06 85 98 64 89 Monique Kubiak, Kervaria-Sular > 02 96 38 02 57 Pierrick Leroux, Pleuloc’h > 06 32 29 34 11 Josie Letoqueux, Taden > 06 73 79 59 50 Claire Maerten, Pempoull > 06 50 63 10 13 Régine Quéva, Plufur > 06 89 47 06 15 Les algues, Régine Quéva, Marabout, 2011, 5,90 € « Ar bezhin, seul vuioc’h a draoù vil a vez lâret dioute, seul vuioc’h o devez c’hoant an dud da gompren hiroc’h. » An dra iskis-se en deus remerket Pierrick Leroux, keginer en Pleuloc’h. Abaoe 30 vloaz zo e Penn-ar-Bed ha tri bloaz zo en Pleuloc’h, e vez kinniget stajoù gant Pierrick evit anavezout ha keginañ ar bezhin. Pa vez reverzhi, d’an izelvor e kas ur strollad e traoñ an aod vev. Aze e kelenndezhe penaos anavezout ha dastum 12 spesad bezhin aotreet evit ar boued. Pa vez uhel ar mor, en em gav ar strollad er gegin evit deskiñ penaos aozañ al legumajmor-se. Pierrick n’eo ket ar c’helenner nemetañ en departamant : bezemañ ivez Monique ha Régine en Treger, Claire en Pempoull, Thierry en Lannolon pe Josie en Taden. « Santet e vez eo dedennet an dud, muioc’h-mui, gant bezhin-boued, eme Hélène Marfaing, a zo karget eus raktresoù boued er Greizennstudiañ ha talvoudekaat ar bezhin (1) en Pleuvian. Nebeutoc’hnebeutañ a dud o deus lure (2) da zebriñ bezhin. Goude deskiñ un nebeud traoù ez a ar vevezerien (3) da brenañ bezhin e stalioù pe d’o dastum war an aod. » Brudet eo bezhinegi Breizh. E 2011 e oa bet eostet 71 000 tonennad, dreist-holl evit ar greanterezh (4) hag ar gwezelad (5) ; ul lodennbihan-tre a vez implijet evel boued e Frañs pa’z a an tri c’hard eus ar bezhin eostet en Azia (Sina, Korea, Filipinez, Indonezia ha Japan) d’ober boued tu-hont. Gwelet eus Breizh ez eo Japan baradoz kegin ar bezhin. Kadarnaet eo kement-se gant ar sifroù. Bep bloaz e vez debret gant ur Japanad etre 7 ha 9 c’hilo bezhin pa vez lonket kemend-alla saladennc’hlas gant ur Gall. A-drugarez d’ur c’heginer japanat eo kroget Pierrick Leroux da labourat gant bezhin. « Expres-kaer ne ran ket kegin Azia, emezañ. Disheñvel eo identelezh Breizh ha me a ra predoù giz ar vro. » Ha setu ar mestr-keginer o tisplegañ e sekredkegin : poazhañ ur spilhenn(6) moc’h en amann, gant ognon, chalotez, tali (7), avaloù-douar ha sistr. Manam manam ! « Den ebet ne gave mat an avaloù-douar pa vezent debret kriz, a lâr Hélène Marfaing. Ret eo bet o foazhañ, o c’heginañ, o zeneraat, o zemzañ evit lakaat anezhe da vezañ ul lodenneus hor boued. Memes tra eo gant ar bezhin. Amzer a zo ret evit lakaat anezhe en hor c’hegin bemdez. » Aketus eo greanterezh ar boued ouzh ar cheñchamantoù-se, oc’h ober taolioù-esae en o c’hegin, o kemer perzh e kenstrivadegoù boued pe e stalioù marketing. « Deuet eo an tartar Patrick Stoll bezhin da vezañ ur pred klasel, » eme an itron Marfaing. Pierrick Leroux a gav mat an tellesk (8) kriz war ur pesk gant sitroñs hag eoul olivez pe an nori fardet gant istr tomm. Hervez Régine Quéva, animatourez hag aozerez levrioù diwar-bennar bezhin, « ken mat eo ken o deus c’hoant an dud da zebriñ bezhin ordinal ! » Stéphanie Stoll > Consultez la version Consult française de cet article |